Get lucky e brezhoneg

« Get lucky » / « Kaout chañs »

D’an 12 a viz Genver e oa bet pedet ar paotr Quentin Morvan da ganañ gant e c’hitar kanaouenn mil-brudet strollad «Daft Punk : «Get Lucky, »en abadenn «Bali Breizh war chadenn Frañs 3. Da-heul eo bet lakaet ar video war internet, ha berzh bras he deus graet raktal : muioc’h evit 18 000 den zo bet o sellet ouzh ar video e-pad an 2 devezh kentañ ! Emañ ar video o tostaat ouzh ar 100 000 gwel goustadik… un taol kaer evit ur video e brezhoneg !

 

Setu pozioù ar ganaouenn :

Evel mojenn ar Phoenix
Ganet omp e kreiz an tan
Kresket en ur mor arc’hant
Ha marvet evel ur sant

Diskan :
Aet omp re bell, ‘vit lezel ar pezh emaomp
Savomp al live hag hor gwer betek ar stered
War sav eo hi vit an noz pad
War sav on vit kaout diouti
War sav vit kaout plijadur
War sav on evit kaout chañs
War sav omp vit an noz pad
War sav omp vit kaout un tamm
War sav vit kaout plijadur
War sav omp evit kaout chañs,
War sav omp evit kaout chañs (*4)

Penaos e chomimp war sav
Kuzhet vez deomp an dazont
Menezioù a sav dirazomp
Met un deiz vo ret din mont.

Diskan (*2)

0 Ro da sonj

Ha te, petra 'soñjez ?

Lavarit ho sonj