Harozed ar c’hoarioù video

marioMARIO
• Ganet e 1981 e Bro-Japan
• Renet gant Nintendo
• Piv : Plomer eus bro-Italia
• Mignoned : Luigi (breur), Yoshi (mignon gwellañ), Peach ar briñsez, Toad (servijour Peach), Donkey Kong…
• Ar re zrouk : Bowser, Wario, Koopas, Goombas, Bob-omb, Boos, Maskass, Bill Balls…
• Teknikoù dreistordinal : En em dreuzfeurmiñ a ra Mario e traoù a bep seurt

Daoust d’e dres plomer boutin eo Mario kreñv-abominapl hag e c’hell lammat uhel-kenañ. N’eo ket abalamour m’eo bihan ha rontik eo nul Mario : kalonek ha prim eo pa vez oc’h en em gannañ. Setu perzhioù a sikour anezhañ kalzik.
Komz a ra saozneg gant ur pouez-mouezh italianeg.
Lavar a ra « Here we go*» pe c’hoazh « It’s me*, Mario ! »
Gouest eo d’en em dreuzfurmiñ : o tastum un tog-touseg e c’hell kreskiñ ha bezañ kreñvoc’h. Ma tastum ur vleunienn e c’hell bannañ boulligoù-tan evit en em zifenn, ha gant sikour ar steredenn e teu da vezañ didrec’hus* ! Er c’hoari « New Super Mario Bros » (war al letrin* c’hoari Nintendo DS da skouer) e c’hell Mario mont da vras-divent pe da vihan-tout gant tokoù-touseg. E-barzh ar memes c’hoari, war Wii da skouer, e c’hell Mario lakaat gwiskamant un aerouant a-benn riklañ war ar skorn !

0 Ro da sonj

Ha te, petra 'soñjez ?

Lavarit ho sonj