Kenavo « Madiba »

Sed’amañ ul livadur war ur voger e Soweto hag a daolenn meur a vare e-kerzh e vuhez. CC

Sed’amañ ul livadur war ur voger e Soweto hag a daolenn meur a vare e-kerzh e vuhez. CC

Marvet eo Nelson Mandela d’ar 5 a viz Kerzu 2013, d’an oad a 95 vloaz. Fromet eo an dud er bed a-bezh rak un den a zo bet o stourm kreñv a-enep d’ar
ouennelouriezh a-hed e vuhez eo bet. Lesanvet e oa Madiba, abalamour eo anv e veuriad hag hervez an hengoun vez anvet e-mod-se en dud « a-enor ».
En e vro, Afrika ar Su, e oa bet lakaet e plas un Apartheid gant an dud wenn, renet ar galloud ganto : da lâret eo n’o doa ket an dud du kement a wirioù hag an dud wenn, ha difennet e oa dezho en em veskañ. Da skouer e veze rediet an dud du da vevañ er-maez eus ar c’herioù bras, da vevañ e kêriadennoù gouestlet dezho. Bodet e vezent en un doare ma vez graet « ghetto » anezhañ bremañ.
Deuet eo Nelson da vezañ alvokad ha stourmet en deus en ur strollad politikel hag a veze berzet gant ar gouarnamant. E 1941, gant tud all eus e strollad e tibabjont distruj un nebeud staliadennoù foran pe reoù all, stag ouzh an arme. Hepdale e voe Mandela harzhet ha kondaonet d’ober labourioù betek fin e vuhez. Tremen a ra 27 bloavezh eus e vuhez en toull-bac’h ! Dont a ra da vezañ un den brudet-kenañ er bed a-bezh abalamour d’e youl da stourm evit an ingalded etre an dud du hag ar re wenn. Dieubet eo bet e 1991, a-benn-ar-fin. Resevet en deus priz Nobel ar peoc’h e 1993.
E 1994 eo bet dilennet da brezidant Afrika ar Su. Ar prezidant du kentañ e Afrika ar Su e oa. Staliañ a reas an demoktratelezh ha derc’hel a reas da stourm a-enep d’an ingalded, d’ar SIDA hag evit gwirioù mab-Den. N’eo ket alies e vez gwelet tud pouezus bezañ anavezet er bed a-bezh abalamour da vezañ graet ar vad.

0 Ro da sonj

Ha te, petra 'soñjez ?

Lavarit ho sonj