Donkey Kong ha Dixie Kong

DONKEY+dizzie

Ganet e 1981 e Bro-Japan
• Renet gant Nintendo
• Talvezout a ra Donkey Kong da « Azen Gorilh »
• Kamaladed : Diddy Kong, Dixie Kong, Funky Kong, Cranky Kong…
• An hini drouk : King K. Rool

Deuet eo ar gorilh war-wel evit ar wech kentañ er c’hoari « Jumpman » e lec’h m’eo Cranky Kong, e gwirionez (Tad Donkey Kong). Ar gorilh, gwallgaset* gant e vestr Jumpman (Mario) en deus paket mignonez e vestr, Pauline hec’h anv. Ar c’hoarier a gemer plas Jumpman, ha ar gorilh zo un dudenn drouk d’ar mare-se.
Dont a ra da vezañ unan jentil da vare ar c’hoari « Donkey Kong Country », krouet e 1994 war Super Nintendo. Rankout a ra Donkey debriñ bananez evit chom yac’h ha bezañ trec’h war ar c’hrokodil bras ha ferv*, King K. Rool. Ambrouget* e vez Donkey Kong gant e vignon feal Diddy Kong, bihan ha mibin*. E-barzh an eil c’hoari e rank Dixie Kong, mignonez Diddy, mont da sikour Donkey Kong, paket m’eo bet gant an hini drouk ar wech-mañ.

 

0 Ro da sonj

Ha te, petra 'soñjez ?

Lavarit ho sonj