Sonic

Sonic ha Tails

Sonic
• Ganet e 1991 e Bro-Japan.
• Ijinet ha kinniget gant Oshima ha Yasuhara (tresourien) hag an diorroer Yuji Naka (e ti Sega)
• Kamaladed : Tails (Louarn yaouank, daou lost
dezhañ), Knuckles (Ekidne* ruz)
• Tud drouk : Aotrou medisin Eggman
• Teknikoù dreistordinal : Krouiñ a ra Sonic un avel-dro evit an argad pe evit mont buan. Gant-se e c’hell ruilhañ, lammat, hag implij skoedoù energiezh e meur a geñver. Botoù « soavon » zo gantañ ivez, setu e c’hell tennañ gounid evit riklañ war tachennoù zo.

Sonic a c’hell redek d’ar pevarlamm betek tizhout tizh ar son, da lavaret betek 1 969,837056 km/e !
Peseurt doare heureuchin eo ?
Gwelet e veze anezhañ e bandennoù-treset ar bloavezhioù 1990 anvet « Comics » (memes reoù ha Paotr-Louarn) e lec’h ma komz rok* ouzh an dud. Daoust da se eo kalonek ha leal*. Prest eo d’en em lakaat en arvar evit tud didamall*. Ne ra ket keour ma tle en ober met ken abalamour ma fell dezhañ en ober, tra ken. Ne asant ouzh lezenn ebet.
Bevañ a ra hervez  e lezennoù dezhañ e-unan.

 

0 Ro da sonj

Ha te, petra 'soñjez ?

Lavarit ho sonj