Zelda & Link

prinsez-zelda

Zelda & Link


• Ganet e 1983 e Bro-Japan
• Ijinet ha kinniget gant Shigeru Miyamoto
(e ti Nintendo)
• Mignonez : Zelda
• Tud drouk : Ganondorf dreist-holl, reoù all a-wechoù (levezonet gantañ pe get)
• Teknikoù dreistordinal : ur paotrig ordinal eo Link met kalonek eo ha gouest eo da vestroniañ binvioù hag armoù ispisial, ar c’hleze an hini pouezusañ anezho.


E
pep c’hoari e vez dihunet Link gant unan bennak. Ha lezirek e vefe ? Bep tro e vez goulennet sikour digantañ evit saveteiñ ar bed hag ivez, ingal, ar briñsez, Zelda. Ret eo dezhañ mont da gestell ha da lec’hioù dañjerus da glask war-lerc’h perlezennoù hud a-benn kreñvaat e gleze. Goude-se e vo kreñv a-walc’h evit talañ* ouzh an nerzhioù drouk. Luziadelloù* hag emgannoù a zo evit mont war-raok.
Link n’eo ket dre ret memes paotr e pep c’hoari met kentoc’h ene* un haroz a-hed ar bloavezhioù, setu perak e vez gwelet dindan a bep seurt stummoù. Pep c’hoari en deus un aergelc’h ha perzhioù disheñvel.
The Legend of Zelda a oa unan eus c’hoarioù an NES. Ur fiñv-tresadenn skinwel a zeuas er-maez e 1989, berr tout anezhi.
Ur rummad manga zo bet savet diwarnañ ivez.

 

Pennad skrivet gant Geekezig

0 Ro da sonj

Ha te, petra 'soñjez ?

Lavarit ho sonj