Lan a ro e soñj war ya-ouank.com

Lan o seurfiñ war ya-ouank

Lan o seurfiñ war ya-ouank

Ya-ouank a zo ul lec’hienn e lec’h ma c’heller dizkouez videoioù, tresadennoù, muzik…

Evit sellet ouzh videoioù, klik evel-just war ar bouton « videoioù ». Heñvel evit tout an traoù all.

War ar bouton « dit da ginnig » e c’hellez lakaat enlinenn traoù graet ganit.

  • evit kinnig ur video eo ret lakaat : da anv, da chomlec’h postel (pe hini da gerent), pegañ URL da video ha lakaat diwar-benn petra eo da video.
  • evit kinnig da dresadenn : memestra hag ar videoioù ha karg da dresadenn ha lak ar pezh ‘teus treset
  • evit kinnig ur vandenn-dreset : memestra hag an dresadenn, ouzhpenn titl ar vandenn-dreset.

Ur sontadeg a vez graet war al lec’hienn (pajenn degemer) evit gouzout oad an implijerien dre vras hag evit gouzout ma plij al lec’hienn d’an dud ha peseurt mennozhioù mat zo da gaout.

GORTOZ A REOMP AC’HANOC’H WAR YA-OUANK.COM

Trugarez da vezañ lennet ar pennad-mañ.

Lan Berthou

 

 

 

0 Ro da sonj

Ha te, petra 'soñjez ?

Lavarit ho sonj