Haiku gant skolidi Bannaleg ha Tregon

Devezh yen em divskouarn

an avel a c’hwezh

e gan dous.

Jan

Ul labous o kanañ

un den e kichen

kakac’h war e fenn.

Klervi

Oabl sklaer ha sioul

ur c’hwibon a gan laouen

evit e laboused bihan.

Melanie

Ar brankoù o strakal

an diskar amzer

o kanañ Liberta.

Jeanne

Jennifer a blij din

ha Garou ivez

dañsal a ran gant al laboused.

Azenor

Tatann ma c’hi

o pourmen ganeomp

fuloret ar c’hazh : «C’h ! C’h ! C’h »

Mai

Amzer vrav

laboused war ar maez

richan ar pennglaouig.

Zoe

Laboused kuzhet o richan

koumoulenn zu gant milionoù

kanerien brav anezho.

Jean

O pourmen gant ma familh

ar glav o strinkañ

war ar sourded.

Rosalie

War vag ma zad

an oabl glas sklaer hag oranjez

an dour a strak war ar c’hour.

Bastian

An noz o tostaat

« Marv, marv, marv… »

eme al labous du.

Youenn

Babig o leñvañ

ur ganaouenn brav ha dous

‘pad an noz teñval.

Margaux

En noz, ur gaouenn

o kanañ brav

digor ar prenestr.

Erell

E Paris zo laboused

gant takennoù gwenn

ha pichoned o kanañ.

Bleuenn

Dirak ar mor e Konk Kerne

skrignadeg al laboused mor

brav eo an amzer.

Mazheas

Haikuioù bet ijinet gant skolidi Diwan Tregon (miz Kerzu 2014)

Mammig zo aet kuit

ar c’hazig bihan a gan

ur ganaouenn drist.

Gwenola

Em gwele vleut

klevet ganin un trouz spontus

ma c’hoar o huchal.

Maelys

Mammig o kanañ

digor eo ar prenestr

ha me laouen.

Gaetane

O pourmen er c’hoad

ar pichig ruz o kanañ

e-barzh ar wezenn.

Oscar

Gant ar gitar

« Au clair de la lune »

desket gant Mammig.

Isac

Dindan ar yourt

spontet gant ar gaouenn

un nozvezh goañv.

Brewen

Ul labous a gan

‘ kichen un neizh wesped

« ou, ou, ou, ou…. »

Bryn

Er gêr gant Swan

Mammig a gan

« tri femoc’h bihan ».

Paloma

E ti ma mignon Brewen

e klevan ur boc’hruzig

o richanañ.

Youn

O pourmen hag o selaou
e Koad ar Moros
kan an avel.

Hotaru

E-barzh ma gwele

klevet ‘m eus Tilio

o tiroc’hal e oa.

Lilwenn

E-barzh ma gwele

klevet am eus an durzhunell

o kanañ.

Ioena

E gêr kloz Konk Kerne

dihunet e vezan bep mintin

gant al laboused mor.

Nell

0 Ro da sonj

Ha te, petra 'soñjez ?

Lavarit ho sonj