Banniel ar vorlaeron

Jolly Roger eo anv saoznek banniel ar vorlaeron. Gant an anv-se voe graet anezhañ evit ar wech kentañ e 1700.
Jolly Roger  : dont a ra eus Jolie Rouge rak ruz e oa banniel bagoù ar vorlaeron. Ar penn marv zo evit ober aon d’an dud a vo lazhet.

Bannieloù disheñvel ar vorlaeron : (klik evit sellet a-dost)

150px-Awilda

Alvilda, ur vorlaerez er 5vet kantved

Barv du, morlaer er 17vet kantved

Barv du, morlaer er 17vet kantved

Bez e oa war ar bannielioù : ur penn marv, eskern kroazet (war hini Herry Every), pe c’hoazh un eurier traezh (war hini Emmanuel Wynn)
An eurier traezh a oa sin : d’an nebeud amzer a chome d’ar re choazet hag evit kemer un diviz evit en em gannañ pe evit en em rentañ,  pe evit displegañ d’an holl e za prim buhez pep hini ha n’eo ket gant an traezh hepken. Ar penn marv hag an eskern-kar eo sin ar marv. Ar memes banniel a oa bet implijet gant an arme european er XV vet kantved (15ème) a-raok ma vefe adkemeret ar mennozh gant ar vorlaeron.
Banniel ar vorlaeron a oa gwriet peurliesañ gant lien bras hag gant gwiriadennoù bras. Ar banniel a oa savet a-raok an abourzhaj evit lâret d’ar bigi all e vint ataket. Ar banniel ne veze ket du atav, bez e oa bannieloù gwenn pe ruz.Met an hini ruz a oa an hini gwashañ peogwir e tisplege « Lazhit an holl ».
En XVIIvet kantved (17ème) eo deuet war vel an istorioù morlaerezed.

 

Zaig ha Leïla

0 Ro da sonj

Ha te, petra 'soñjez ?

Lavarit ho sonj