Giz nevez ar SHUFFLE DANCE !

Setu Glenn (a-zehou) ha Scott (a-gleiz), breudeur o tont eus Konkerne. Sot int gant ar sonerezh elektro house, ha dreist-holl gant an dañsal war seurt luskoù.
Un doare nevez da zañsal an hini eo ar Shuffle-dance (dañsal dre zegouezh) pe c’hoazh ar c’hCut-shapes : dalvezout a ra « troc’h-stummoù » abalamour ma vez dañset gant an treid hag an divrec’h o hijañ anezho en aer en un doare eeun atav. Ur gwir ‘buzz’ a ra er mare-mañ !
Doare dañsal Glenn ha Scott a zo hini Londrez, kêr-benn Bro-Saoz. Meur a zoare a zo c’hoazh.

Setu ur video all gant ur plac’h eus Bro-Saoz hag a zispleg penaos ober evit dañsal e mod-se :

Plijout a ra dit an doare da zañsal-man ? Hag ar sonerezh ? Doareoù all da zañsal a blij dit ?

0 Ro da sonj

Ha te, petra 'soñjez ?

Lavarit ho sonj