Penaos e vez bevet er mor war ur vag

  •  Evit kaout plantoù da zebriñ:

Gant un ti-gwer e c’hellomp gounit plantoù. Met ret eo diwall da lakaat aer da zont e barzh hag er maez mod all e varv meur a hini (ar patatez dreist holl).

 

  • Evit kaout dour mat da evañ :

Gant un tener-zal eolier. Kemer a rit daou vessel, unan bras unan bihan ha paper plastik. Er bessel bras e lakit dour mor , en e greiz e lakit an hini vihanañ gant tra’ bet ennañ.
Lakit ar paper plastik staget ouzh holl vordoù ar resipian bras gant ma ne c’hello ket an aer mont ha dont e-barzh nag er-maez ha lakit ur vaenig e kreiz ar baper evit ma raio ur beg a-us d’ar resipian bihan. Mod-se, gant tommder an heol, e yelo tamm ha tamm an dour hep sal war ar paper ha dre ar veinig e rulio an dour betek ar beg hag e kouezho er resipian bihan.

Evit kaout un tammig sall met pas re eo ret lakaat un tammig dour mor c’hoazh. Ret eo kaout peadra da besketa hag un tamm boued evit gortoz betek ma gresko ar plantoù.
Eus ur forn « eolier » ho po ezhomm ivez ha deus ur « recho ».

Penaos lemel sall deus an dour

Penaos lemel sall deus an dour

Ar plantoù zo pouezus kenañ, ma chomit hep debriñ plant e c’hellit pakañ ar SKORBUT. (Ar sitronioù a zo efedus-bras a-enep d’ar c’hleñved-mañ)

Trugarez deoc’h !

Youn Le Brun (Skolaj Brizeux, Kemper)

 

0 Ro da sonj

Ha te, petra 'soñjez ?

Lavarit ho sonj