Kanaouenn ofisiel ar Redadeg 2016 !

Dibabet eo bet kanenn skolaj Diwan Gwened gant ar juri !

Bec’h de’i, deskomp ar pozioù dre eñvor a-benn bezañ prest d’an 29 a viz Ebrel 2016 :)

Strollad : ADAOZIK

Titl ar ganenn : Redadeg 2016

Uchta, Redadeg,
Redek evit ar brezhoneg
Huch ‘ta !Redadeg,
Redek a rimp e brezhoneg

Ar re vras hag ar re vunut
Hag ar re a gav gwell chom mut
Rabezh an dud e Breizh a-bezh
A ganay hag a lakay bec’h !

A pa vehec’h gwenn, a pa vehec’h du
Melen pe ruz pe gwenn-ha-du
Dait geneomp àr an hentoù bras
Fonnapl hon eus Hor yezh da gas !

E Sant-Ervlan ‘tal ar Liger
E treuzimp ar vro a boz-kaer.
E Lokoal a pa arruimp
E vo fiskal ar fest a rimp !

Savit ho treid e brezhoneg
Yaouank, ha kozh, treut pe postek
Dañsal a rimp, kanal a rimp
Ha get plijadur e redimp !

0 Ro da sonj

Ha te, petra 'soñjez ?

Lavarit ho sonj