Thomas Pesquet tro-dro d’an douar

Ganet eo Thomas Pesquet e Normandi. Goude bezañ kaset en deus studioù war ar skiantoù eo deuet da vezañ blenier kirri-nij e ti Air France hag ijinour war an egor. Da 38 bloaz, eo bet dibabet e-touez ijinourien all evit mont da labourat 6 miz en egorlec’h etrebroadel ! Degouezhet eo e miz Du hag e teuio en-dro e miz Mae 2017. Eürus-kenañ eo da vezañ bet choazet. Er video-mañ e vez gwelet o respont war-eeun da goulennoù bet savet gant tud yaouank sot gant ar skiantoù.

 

0 Ro da sonj

Ha te, petra 'soñjez ?

Lavarit ho sonj